Evit hizivadurioù diwezhañ ar restr-mañ, Lennit me, kit da welout http://www.libreoffice.org/welcome/readme.html
Titouroù pouezus zo e-barzh ar restr-mañ a-zivout ar meziant ${PRODUCTNAME}. Lennit an titouroù-mañ gant un doare aketus kent kregiñ gant ar staliañ.
Atebek eo kumuniezh ${PRODUCTNAME} evit diorren ar c'henderc'had-mañ. Pedet oc'h ganti da gemer perzh e diorren ar meziant evel ezel ar gumuniezh. Evel arveriad nevez e c'hallit mont da lec'hienn ${PRODUCTNAME} a zo gant titouroù talvoudus a-zivout ar raktres hag ar gumuniezh a zo tro dro dezhañ. Kit betek http://fr.libreoffice.org/.
Dieub eo arver ${PRODUCTNAME} evit an holl dud. Tapet e vez un eilad eus ${PRODUCTNAME} ha staliet e vez war an holl urziataerioù a fello deoc'h ha graet e vo gantañ evel ma plijo deoc'h (evit ar c'henwerzh, melestradurezh foran, hag ar c'helennadurezh...). Evit gouzout hiroc'h, lennit testenn al lañvaz enkorfet e pellgargadenn ${PRODUCTNAME}.
Evit ober gant ${PRODUCTNAME} digoust ez oc'h abalamour ma 'z eus bet perzhourion hiniennel hag embregerezhioù o sevel, diorren, prouadiñ, treiñ, sevel teuliadurioù, skorañ, oc'h ober bruderezh pe skoazellañ e mod pe vod a-benn lakaat ${PRODUCTNAME} da vezañ pezh ez eo hiziv an deiz : ar meziant burevek Open Source pennañ er bed.
Mard oc'h plijet gant o strivoù ha mar fell deoc'h bezañ sur e vo diorreet ${PRODUCTNAME} en dazont, soñjit e talvefe ar boan kemer perzh enni - kit da lenn http://www.documentfoundation.org/contribution/. Dieub eo pep hini gant e zoare da gemer perzh.
Peurliesañ e vez erbedet staliañ ${PRODUCTNAME} dre an hentennoù erbedet gant ho tasparzhadenn Linux deoc'h-c'hwi (evel Ubuntu Software Center, evit Linux Ubuntu). An doare eeunañ eo da gaout ur staliadur e enkorfadur gwellekaet er reizhiad. Moarvat eo bet staliet ${PRODUCTNAME} dre ziouer pa'z eo bet staliet a-orin ho reizhiad korvoiñ.
Pourchaset eo bet ar meziant staliañ ${PRODUCTNAME} emren-mañ evit an arveriaded a fell dezho kaout un alberz, arveriaded gant ezhommoù spis pe zivoutin.
Kraoñell Linux handelv 2.6.18 pe uheloc'h ;
glibc2 handelv 2.5 pe nevesoc'h ;
gtk handelv 2.10.4 pe nevesoc'h ;
Urzhiataer keverlec'h gant Pentium (Pentium III pe Athlon erbedet)
256 Me RAM (512 Me RAM erbedet);
Betek 1.55 Ge hegerz war ar gantenn galet ;
Un dafariad X gant un diarunusted o talvezout da 1024x768 (erbedet eo kaout un diarunusted uheloc'h) gant 256 liv da vihanañ ;
Gnome 2.16 pe uheloc'h gant ar pakadoù gail 1.8.6 ha at-spi 1.7 (azgoulennet evit skor ar binvioù dre galverouriezh ameilañ [AT]) pe ur c'hetal keverlec'h all (evel KDE, en o zouez).
Liesseurt eo an dasparzhadennoù Linux hag e-touez an dasparzhadennoù ez eus ivez dibarzhioù staliañ liesseurt (KDE pe GNOME...). Ul lod eus an dasparzhadennoù a ginnig un handelv eus ${PRODUCTNAME} en o kreiz, ganti diarunusterioù disheñvel diouzh handelv ${PRODUCTNAME}-mañ savet gant ar gumuniezh. Tro ez eus deoc'h da staliañ handelv ${PRODUCTNAME} savet gant ar gumuniezh e-kichen un handelv eus an dasparzhadenn. Gwell eo avat distaliañ handelv ar dasparzhadenn kent staliañ handelv ar gumuniezh. A-benn gouzout hiroc'h diwar-benn an dra-se, kit da lenn teuliadur skoazellañ ho tasparzhadenn Linux.
Erbedet eo deoc'h enrollañ ho roadennoù hag ho reizhiad kent dilemel pe ouzhpennañ ur meziant.
Mar plij, bezit divar ez eus memor diac'hubet a-walc'h e kavlec'hiad padennek ho reizhiad ha bezit divar emañ ganeoc'h ar gwirioù da lenn, skrivañ hag erounit. Kuitait an holl c'houlevioù kent gregiñ gant ar staliañ.
Mard emañ staliet un handelv gent eus ${PRODUCTNAME} endeo e vo ret deoc'h he distaliañ kent mont pelloc'h. A-benn gouzout penaos ober an dra-se, lennit ar gevrenn anvet Distaliañ un handelv gent eus ${PRODUCTNAME}. Evit kaout titouroù a-benn staliañ ur pakad yezh (goude bezañ staliet handelv saoznek ${PRODUCTNAME}), lennit ar gevrenn amañ dindan anvet Staliañ ur pakad yezh.
Ur wech digoazhet an diell bet pellgarget e welot emañ an endalc'had en un is-kavlec'hiad. Digorit prenestr ardoer ar restroù ha kemmit ar c'havlec'hiad d'an hini a grog gant "LibO_", heuliet gant niverenn an handelv ha titouroù a-zivout ar savenn.
Un is-kavlec'hiad anvet "DEBS" zo e-barzh ar c'havlec'hiad-mañ. Kemmit ar c'havlec'hiad evit mont d'ar c'havlec'hiad "DEBS".
Klikit a-zehou gant ho logodenn er c'havlec'hiad ha dibabit "Digeriñ un dermenell". Ur prenestr eus un dermenell a zigoro. Diouzh arc'had prenestr an dermenell, biziatait an arc'hadoù da heul (goulennet e vo diganeoc'h ho ker-tremen root kent ma vo sevenet an arc'had) :
sudo dpkg -i *.deb
An arc'had dpkg amañ a-us a ra lodenn gentañ ar staliañ. A-benn peurechuiñ ar staliañ e rankit staliañ ar pakadoù enkorfañ d'an endro burev. A-benn henn ober, kemmit ar c'havlec'hiad d'ar c'havlec'hiad "desktop-integration" a zo e-barzh ar c'havlec'hiad "DEBS" en ur ober gant an arc'had da heul :
cd desktop-integration
Bremañ sevenit an arc'had dpkg en-dro :
sudo dpkg -i *.deb
Peurechu eo ar staliañ bremañ hag arlunioù evit holl arloadoù ${PRODUCTNAME} a rankfe bezañ war lañser arloadoù an endro burev Burevek.
Mard emañ staliet un handelv gent eus ${PRODUCTNAME} endeo e vo ret deoc'h he distaliañ kent mont pelloc'h. A-benn gouzout penaos ober an dra-se, lennit ar gevrenn anvet Distaliañ un handelv gent eus ${PRODUCTNAME}. Evit kaout titouroù a-benn staliañ ur pakad yezh (goude bezañ staliet handelv saoznek ${PRODUCTNAME}, lennit ar gevrenn amañ dindan anvet Staliañ ur pakad yezh.
Pa vez digoazhet an diell pellgarget e vez digoazhet an endalc'had en un iskavlec'hiad. Digorit ur prenestr eus ardoer ar restroù ha kemmit ar c'havlec'hiad a-benn mont d'an hini a grog gant "LibO_", heuliet gant niverenn an handelv ha titouroù a-zivout ar savelenn.
Un iskavlec'hiad anvet "RPMS" ez eus er c'havlec'hiad. Kemmit ar c'havlec'hiad a-benn mont d'an hini anvet "RPMS".
Klikit a-zehou er c'havlec'hiad ha dibabit "Digeriñ un dermenell". Prenestr un dermenell a zigoro. Diouzh linenn arc'had prenestr an dermenell, enankit an arc'had da heul (goulennet e vo diganeoc'h reiñ ho ker tremen "root" kent ma vo erounezet an arc'had) :
Evit ar reizhiadoù diazezet war Fedora : su -c'yum install *.rpm
Evit ar reizhiadoù diazezet war Mandriva : sudo urpmi *.rpm
Evit ar reizhiadoù all diazezet war RPM (Suse, etc.) : rpm -Uvh *.rpm
Gant an arc'had a-us e vo erounezet lod kentañ ar staliañ. A-benn peurglokaat ar staliañ eo ret deoc'h staliañ pakadoù enkorfañ endro ar burev. A-benn henn ober, kemmit ar c'havlec'hiad a-benn mont d'ar c'havlec'hiad "desktop-integration" a zo er c'havlec'hiad "RPMS", en ur arverañ an arc'had-mañ :
cd desktop-integration
Bremañ, lañsit an arc'had staliañ en-dro :
Evit ar reizhiadoù diazezet war Fedora : su -c 'yum install *redhat*.rpm'
Evit ar reizhiadoù diazezet war Mandriva : sudo urpmi *mandriva*.rpm
Evit ar reizhiadoù all diazezet war RPM (Suse, etc) : rpm -Uvh *suse*.rpm
Peurechu eo ar staliañ bremañ ha war ar burev e tlefe bezañ arlunioù arloadoù ${PRODUCTNAME} war lañser Burevek arloadoù ar burev.
Moarvat e vo aes da staliañ ${PRODUCTNAME} war an dasparzhadennoù Linux all nad int ket meneget gant an ditouroù staliañ-mañ. An diforc'h vrasañ a zlefe bezañ gant an doare d'e enkorfañ e endro ar burev.
Er c'havelc'hiad da enkorfañ e endro ar burev ez eus ur pakad anvet libreoffice3.3-freedesktop-menus-3.3.1.noarch.rpm (pe zamheñvel). Ur pakad eo evit holl zasparzhadennoù Linux a skor erbedadennoù/espizadennoù a-berzh Freedesktop.org (http://en.wikipedia.org/wiki/Freedesktop.org) ha pourchaset eo war an holl zasparzhadennoù Linux nad int ket meneget gant an ditouroù amañ a-us.
Pellgargit ar pakad yezh evit ar yezh hag ar savelenn a fell deoc'h. Emaint war an hevelep lec'h hag an dielloù pennañ evit ar staliañ. Gant ardoer ar restroù Nautilus, eztennit an holl zielloù bet pellgarget e-barzh ur c'havlec'hiad (ho purev da skouer). Bezit sur hoc'h eus kuitaet holl arloadoù ${PRODUCTNAME} (en o zouez al loc'hañ herrek mard eo bet gweredekaet).
Kemmit ar c'havlec'hiad da vont en hini hoc'h eztennet ar pakad yezh bet pellgarget enni.
Bremañ kemmit ar c'havlec'hiad a-benn mont en hini hoc'h eus krouet e-pad an eztennañ. Da skouer, evit ar pakad brezhoneg evit ur reizhiad 32-bit Ubuntu pe diazezet war Debian, e vo anvet ar c'havlec'hiad LibO_, ouzhpenn titouroù a-fet handelv, ouzhpenn Linux_x86_langpack-deb_br
Bremañ kemmit ar c'havlec'hiad a-benn vont en hini a zo ar pakad da staliañ ennañ. Gant ur reizhiad Ubuntu pe diazezet war Debian, e vo anvet DEBS. Gant ar reizhiadoù Fedora, Suse pe Mandriva, e vo anvet RPMS.
Diouzh Nautilus, ardoer ar restroù, klikit a-zehou war ar c'havlec'hiad ha dibabit an arc'had "Digeriñ en dermenell". E prenestr an dermenell digoret ganeoc'h, sevenit an arc'had da staliañ ar pakad yezh (gant an holl arc'hadoù amañ dindan e vo goulennet diganeoc'h ho ker tremen "root") :
Evit ar reizhiadoù diazezet war Ubuntu/Debian : sudo dpkg -i *.deb
Evit ar reizhiadoù diazezet war Fedora : su -c'yum install *.rpm
Evit ar reizhiadoù diazezet war Mandriva : sudo urpmi *.rpm
Evit ar reizhiadoù all oc'h ober gant RPM (Suse, hag all.) : rpm -Uvh *.rpm
Bremañ, lañsit unan eus arloadoù ${PRODUCTNAME} - Writer, da skouer. Dre ar voestad emziviz "Dibarzhioù", klikit war "Arventennoù yezh" ha neuze klikit war "Yezhoù". Lakait roll "Ketal an arveriaded" da zibunañ ha diuzit ar yezh a fell deoc'h staliañ. Mar fell deoc'h, grit heñvel evit an "Arventennoù lec'hel", ar "Moneiz dre ziouer' ha "Yezh dre ziouer evit an teulioù".
Ur wech bezañ reizhet an arventennoù, klikit war "Mat eo". Serret e vo ar voestad emziviz hag ur gemennadenn a welot o lavaret deoc'h e vo ret kuitaat hag adloc'hañ ${PRODUCTNAME} kent ma vo gweredekaet an daskemmoù graet ganeoc'h (soñjit enni : ret e vo deoc'h kuitaat al loc'hañ herrek ivez mar bez oberiant).
Ar wech a zeu ma vo loc'het ${PRODUCTNAME} e loc'ho gant ar yezh ho peus staliet.
Dre ziouer e vez lakaet an neuz brav pouezusoc'h eget an tizh gant ${PRODUCTNAME}. Mar gwelot an tizh da c'horrekaat en abeg d'ar skeudennoù, diweredekaat "Binvioù - Dibarzhioù - ${PRODUCTNAME} - Skrammañ - Arverañ al lufrañ" a zlefe skoazellañ.
Evit kaout titouroù ouzhpenn a-zivout arc'hwelioù haeziñ ${PRODUCTNAME}, lennit http://www.libreoffice.org/accessibility/
Pajennad pennañ ar skoazell http://www.libreoffice.org/support/ a ginnig meur a zoare skoazellañ evit ${PRODUCTNAME}. Marteze eo bet savet ho koulenn a-raok - klaskit war Forom ar gumuniezh e http://www.documentfoundation.org/nabble/ pe glaskit e dielloù roll dre posteloù an arveriaded 'users@libreoffice.org' e http://www.libreoffice.org/lists/users/. A-hend-all, kasit ho koulennoù da users@libreoffice.org. Mar fell deoc'h lakaat hoc'h anv war ar roll (da gaout respontoù dre bostel), kasit ur postel goullo da : users+subscribe@libreoffice.org.
Kit da lenn ivez FAG e http://www.libreoffice.org/faq/.
BugZilla eo hor reizhiad da gas danevelloù, heuliañ ha diskoulmañ beugoù, herberc'hiet digoust war https://bugs.freedesktop.org/. An holl arveriaded a enkalonekaomp da gas danevelloù a-fet beugoù a zegouezhfe gant o savelenn. D'unan eus an doareoù efedusañ degaset gant kumuniezh an arveriaded e talv ar c'has beugoù a-benn gwellaat ingal ${PRODUCTNAME}.
Dre ma 'z oc'h un arveriad ee oc'h aet d'un darn bouezus eus diorren LibreOffice ha c'hoant hon defe d' hoc'h enkalonekaat a-benn kemer perzh enni gant un doare labourusoc'h war hir termen evit ar gumuniezh. Kit en hor c'humuniezh ha taolit ur sell war pajennad an arveriaded e http://www.libreoffice.org/contribution/
An doare gwellañ da gregiñ ganti eo lakaat hoc'h anv war unan (pe veur) eus hor rolloù kendivizout ; taolit ur sell e-pad ur mare, grit gant an dielloù a-benn bezañ en ho pleud gant an danvezioù niverus bet displeget abaoe ma 'z eo bet deroet boneg tarzh ${PRODUCTNAME} e miz Here 2000. Pa viot en ho pleud ganti, kasit, mar plij, ur postel emginnig ha lammit e-barzh. Mard hoc'h boaziet gant ar raktresoù mod Open Source, gwiriit war roll ezhommoù ar raktres ha ne vefe ket ur raktres a blijfe deoc'h reiñ un tamm sikour e http://www.libreoffice.org/develop/.
Setu un toulladig rolloù dre bosteloù ma c'hallot lakaat hoc'h anv warno http://www.libreoffice.org/contribution/
Keleier : announce@fr.libreoffice.org *erbedet d'an holl arveriaded* (nebeut a eskemmoù)
Roll pennañ an arveriaded : users@fr.libreoffice.org *un doare aesoc'h da heuliañ ar c'hendivizoù* (kalz eskemmoù)
Raktres an arwerzhouriezh : marketing@libreoffice.org *tre an diorren* (e saozneg)
Roll an diorren hollek : libreoffice@lists.freedesktop.org (ur bern eskemmoù)
Kumuniezh LibreOffice
Portions Copyright 1998, 1999 James Clark. Portions Copyright 1996, 1998 Netscape Communications Corporation.