

Evit hizivadurioù diwezhañ ar restr-mañ, Lennit me, kit da welout 
http://www.libreoffice.org/welcome/readme.html

Titouroù pouezus zo e-barzh ar restr-mañ a-zivout ar meziant 
LibreOffice. Lennit an titouroù-mañ gant un doare aketus kent kregiñ 
gant ar staliañ.

Atebek eo kumuniezh LibreOffice evit diorren ar c'henderc'had-mañ. 
Pedet oc'h ganti da gemer perzh e diorren ar meziant evel ezel ar 
gumuniezh. Evel arveriad nevez e c'hallit mont da lec'hienn LibreOffice 
a zo gant titouroù talvoudus a-zivout ar raktres hag ar gumuniezh a zo 
tro dro dezhañ. Kit betek http://fr.libreoffice.org/.
			
Ha dieub eo LibreOffice da vat evit an holl arveriaded ?
----------------------------------------------------------------------

Dieub eo arver LibreOffice evit an holl dud. Tapet e vez un eilad eus 
LibreOffice ha staliet e vez war an holl urziataerioù a fello deoc'h 
ha graet e vo gantañ evel ma plijo deoc'h (evit ar c'henwerzh, 
melestradurezh foran, hag ar c'helennadurezh...). Evit gouzout hiroc'h, 
lennit testenn al lañvaz enkorfet e pellgargadenn LibreOffice.
			
Perak eo dieub LibreOffice evit an holl arveriaded ?
----------------------------------------------------------------------

Evit ober gant LibreOffice digoust ez oc'h abalamour ma 'z eus bet 
perzhourion hiniennel hag embregerezhioù o sevel, diorren, prouadiñ, 
treiñ, sevel teuliadurioù, skorañ, oc'h ober bruderezh pe skoazellañ e 
mod pe vod a-benn lakaat LibreOffice da vezañ pezh ez eo hiziv an deiz 
: ar meziant burevek Open Source pennañ er bed.

Mard oc'h plijet gant o strivoù ha mar fell deoc'h bezañ sur e vo 
diorreet LibreOffice en dazont, soñjit e talvefe ar boan kemer perzh 
enni - kit da lenn http://www.documentfoundation.org/contribution/. Dieub 
eo pep hini gant e zoare da gemer perzh.

Peurliesañ e vez erbedet staliañ LibreOffice dre an hentennoù 
erbedet gant ho tasparzhadenn Linux deoc'h-c'hwi (evel Ubuntu Software 
Center, evit Linux Ubuntu). An doare eeunañ eo da gaout ur staliadur e 
enkorfadur gwellekaet er reizhiad. Moarvat eo bet staliet LibreOffice 
dre ziouer pa'z eo bet staliet a-orin ho reizhiad korvoiñ.

Pourchaset eo bet ar meziant staliañ LibreOffice emren-mañ evit an 
arveriaded a fell dezho kaout un alberz, arveriaded gant ezhommoù spis pe 
zivoutin.

* Kraoñell Linux handelv 2.6.18 pe uheloc'h ;
* glibc2 handelv 2.5 pe nevesoc'h ;
* gtk handelv 2.10.4 pe nevesoc'h ;
* Urzhiataer keverlec'h gant Pentium (Pentium III pe Athlon erbedet)
* 256 Me RAM (512 Me RAM erbedet);
* Betek 1.55 Ge hegerz war ar gantenn galet ;
* Un dafariad X gant un diarunusted o talvezout da 1024x768 (erbedet eo 
kaout un diarunusted uheloc'h) gant 256 liv da vihanañ ;
* Gnome 2.16 pe uheloc'h gant ar pakadoù gail 1.8.6 ha at-spi 1.7 
(azgoulennet evit skor ar binvioù dre galverouriezh ameilañ [AT]) pe ur 
c'hetal keverlec'h all (evel KDE, en o zouez).

Liesseurt eo an dasparzhadennoù Linux hag e-touez an dasparzhadennoù ez 
eus ivez dibarzhioù staliañ liesseurt (KDE pe GNOME...). Ul lod eus an 
dasparzhadennoù a ginnig un handelv eus LibreOffice en o kreiz, ganti 
diarunusterioù disheñvel diouzh handelv LibreOffice-mañ savet gant 
ar gumuniezh. Tro ez eus deoc'h da staliañ handelv LibreOffice savet 
gant ar gumuniezh e-kichen un handelv eus an dasparzhadenn. Gwell eo avat 
distaliañ handelv ar dasparzhadenn kent staliañ handelv ar gumuniezh. 
A-benn gouzout hiroc'h diwar-benn an dra-se, kit da lenn teuliadur 
skoazellañ ho tasparzhadenn Linux.

Erbedet eo deoc'h enrollañ ho roadennoù hag ho reizhiad kent dilemel pe 
ouzhpennañ ur meziant.

Mar plij, bezit divar ez eus memor diac'hubet a-walc'h e kavlec'hiad 
padennek ho reizhiad ha bezit divar emañ ganeoc'h ar gwirioù da lenn, 
skrivañ hag erounit. Kuitait an holl c'houlevioù kent gregiñ gant ar 
staliañ.
			
Staliadur eus LibreOffice war ar reizhiadoù Linux diazezet war 
Debian/Ubuntu
----------------------------------------------------------------------

Mard emañ staliet un handelv gent eus LibreOffice endeo e vo ret 
deoc'h he distaliañ kent mont pelloc'h. A-benn gouzout penaos ober an 
dra-se, lennit ar gevrenn anvet Distaliañ un handelv gent eus 
LibreOffice. Evit kaout titouroù a-benn staliañ ur pakad yezh (goude 
bezañ staliet handelv saoznek LibreOffice), lennit ar gevrenn amañ 
dindan anvet Staliañ ur pakad yezh.

Ur wech digoazhet an diell bet pellgarget e welot emañ an endalc'had en 
un is-kavlec'hiad. Digorit prenestr ardoer ar restroù ha kemmit ar 
c'havlec'hiad d'an hini a grog gant "LibO_", heuliet gant niverenn an 
handelv ha titouroù a-zivout ar savenn.

Un is-kavlec'hiad anvet "DEBS" zo e-barzh ar c'havlec'hiad-mañ. Kemmit ar 
c'havlec'hiad evit mont d'ar c'havlec'hiad "DEBS".

Klikit a-zehou gant ho logodenn er c'havlec'hiad ha dibabit "Digeriñ un 
dermenell". Ur prenestr eus un dermenell a zigoro. Diouzh arc'had prenestr 
an dermenell, biziatait an arc'hadoù da heul (goulennet e vo diganeoc'h 
ho ker-tremen root kent ma vo sevenet an arc'had) :

sudo dpkg -i *.deb

An arc'had dpkg amañ a-us a ra lodenn gentañ ar staliañ. A-benn 
peurechuiñ ar staliañ e rankit staliañ ar pakadoù enkorfañ d'an endro 
burev. A-benn henn ober, kemmit ar c'havlec'hiad  d'ar c'havlec'hiad 
"desktop-integration" a zo e-barzh ar c'havlec'hiad "DEBS" en ur ober gant 
an arc'had da heul :

cd desktop-integration

Bremañ sevenit an arc'had dpkg en-dro :

sudo dpkg -i *.deb

Peurechu eo ar staliañ bremañ hag arlunioù evit holl arloadoù 
LibreOffice a rankfe bezañ war lañser arloadoù an endro burev 
Burevek.
			
Staliadur eus LibreOffice war ar reizhiadoù Linux Fedora, Suse, 
Mandriva hag all oc'h ober gant ar pakadoù mod RPM
----------------------------------------------------------------------

Mard emañ staliet un handelv gent eus LibreOffice endeo e vo ret 
deoc'h he distaliañ kent mont pelloc'h. A-benn gouzout penaos ober an 
dra-se, lennit ar gevrenn anvet Distaliañ un handelv gent eus 
LibreOffice. Evit kaout titouroù a-benn staliañ ur pakad yezh (goude 
bezañ staliet handelv saoznek LibreOffice, lennit ar gevrenn amañ 
dindan anvet Staliañ ur pakad yezh.

Pa vez digoazhet an diell pellgarget e vez digoazhet an endalc'had en un 
iskavlec'hiad. Digorit ur prenestr eus ardoer ar restroù ha kemmit ar 
c'havlec'hiad a-benn mont d'an hini a grog gant "LibO_", heuliet gant 
niverenn an handelv ha titouroù a-zivout ar savelenn.

Un iskavlec'hiad anvet "RPMS" ez eus er c'havlec'hiad. Kemmit ar 
c'havlec'hiad a-benn mont d'an hini anvet "RPMS".

Klikit a-zehou er c'havlec'hiad ha dibabit "Digeriñ un dermenell". 
Prenestr un dermenell a zigoro. Diouzh linenn arc'had prenestr an 
dermenell, enankit an arc'had da heul (goulennet e vo diganeoc'h reiñ ho 
ker tremen "root" kent ma vo erounezet an arc'had) :

Evit ar reizhiadoù diazezet war Fedora : su -c'yum install *.rpm

Evit ar reizhiadoù diazezet war Mandriva : sudo urpmi *.rpm

Evit ar reizhiadoù all diazezet war RPM (Suse, etc.) : rpm -Uvh *.rpm

Gant an arc'had a-us e vo erounezet lod kentañ ar staliañ. A-benn 
peurglokaat ar staliañ eo ret deoc'h staliañ pakadoù enkorfañ endro ar 
burev. A-benn henn ober, kemmit ar c'havlec'hiad a-benn mont d'ar 
c'havlec'hiad "desktop-integration" a zo er c'havlec'hiad "RPMS", en ur 
arverañ an arc'had-mañ :

cd desktop-integration

Bremañ, lañsit an arc'had staliañ en-dro :

Evit ar reizhiadoù diazezet war Fedora : su -c 'yum install *redhat*.rpm'

Evit ar reizhiadoù diazezet war Mandriva : sudo urpmi *mandriva*.rpm

Evit ar reizhiadoù all diazezet war RPM (Suse, etc) : rpm -Uvh *suse*.rpm

Peurechu eo ar staliañ bremañ ha war ar burev e tlefe bezañ arlunioù 
arloadoù LibreOffice war lañser Burevek arloadoù ar burev.
			
Notennoù diwar-benn enkorfadur e endro ar burev evit an dasparzhadennoù 
Linux nad int ket meneget gant an ditouroù staliañ a-us
----------------------------------------------------------------------

Moarvat e vo aes da staliañ LibreOffice war an dasparzhadennoù Linux 
all nad int ket meneget gant an ditouroù staliañ-mañ. An diforc'h 
vrasañ a zlefe bezañ gant an doare d'e enkorfañ e endro ar burev.

Er c'havelc'hiad da enkorfañ e endro ar burev ez eus ur pakad anvet 
libreoffice3.3-freedesktop-menus-3.3.1.noarch.rpm (pe  zamheñvel). Ur 
pakad eo evit holl zasparzhadennoù Linux a skor 
erbedadennoù/espizadennoù a-berzh Freedesktop.org 
(http://en.wikipedia.org/wiki/Freedesktop.org) ha pourchaset eo war an 
holl zasparzhadennoù Linux nad int ket meneget gant an ditouroù amañ 
a-us.
			
Staliadur ur pakad yezh
----------------------------------------------------------------------

Pellgargit ar pakad yezh evit ar yezh hag ar savelenn a fell deoc'h. 
Emaint war an hevelep lec'h hag an dielloù pennañ evit ar staliañ. Gant 
ardoer ar restroù Nautilus, eztennit an holl zielloù bet pellgarget 
e-barzh ur c'havlec'hiad (ho purev da skouer). Bezit sur hoc'h eus kuitaet 
holl arloadoù LibreOffice (en o zouez al loc'hañ herrek mard eo bet 
gweredekaet).

Kemmit ar c'havlec'hiad da vont en hini hoc'h eztennet ar pakad yezh bet 
pellgarget enni.

Bremañ kemmit ar c'havlec'hiad a-benn mont en hini hoc'h eus krouet e-pad 
an eztennañ. Da skouer, evit ar pakad brezhoneg evit ur reizhiad 32-bit 
Ubuntu pe diazezet war Debian, e vo anvet ar c'havlec'hiad LibO_, ouzhpenn 
titouroù a-fet handelv, ouzhpenn Linux_x86_langpack-deb_br

Bremañ kemmit ar c'havlec'hiad a-benn vont en hini a zo ar pakad da 
staliañ ennañ. Gant ur reizhiad Ubuntu pe diazezet war Debian, e vo 
anvet DEBS. Gant ar reizhiadoù Fedora, Suse pe Mandriva, e vo anvet RPMS.

Diouzh Nautilus, ardoer ar restroù, klikit a-zehou war ar c'havlec'hiad 
ha dibabit an arc'had "Digeriñ en dermenell". E prenestr an dermenell 
digoret ganeoc'h, sevenit an arc'had da staliañ ar pakad yezh (gant an 
holl arc'hadoù amañ dindan e vo goulennet diganeoc'h ho ker tremen 
"root") :

Evit ar reizhiadoù diazezet war Ubuntu/Debian : sudo dpkg -i *.deb

Evit ar reizhiadoù diazezet war Fedora : su -c'yum install *.rpm

Evit ar reizhiadoù diazezet war Mandriva : sudo urpmi *.rpm

Evit ar reizhiadoù all oc'h ober gant RPM (Suse, hag all.) : rpm -Uvh 
*.rpm

Bremañ, lañsit unan eus arloadoù LibreOffice - Writer, da skouer. 
Dre ar voestad emziviz "Dibarzhioù", klikit war "Arventennoù yezh" ha 
neuze klikit war "Yezhoù". Lakait roll "Ketal an arveriaded" da zibunañ 
ha diuzit ar yezh a fell deoc'h staliañ. Mar fell deoc'h, grit heñvel 
evit an "Arventennoù lec'hel", ar "Moneiz dre ziouer' ha "Yezh dre ziouer 
evit an teulioù".

Ur wech bezañ reizhet an arventennoù, klikit war "Mat eo". Serret e vo 
ar voestad emziviz hag ur gemennadenn a welot o lavaret deoc'h e vo ret 
kuitaat hag adloc'hañ LibreOffice kent ma vo gweredekaet an daskemmoù 
graet ganeoc'h (soñjit enni : ret e vo deoc'h kuitaat al loc'hañ herrek 
ivez mar bez oberiant).

Ar wech a zeu ma vo loc'het LibreOffice e loc'ho gant ar yezh ho peus 
staliet.
			
----------------------------------------------------------------------
Digonadur kevregat
----------------------------------------------------------------------

Dre ziouer e vez lakaet an neuz brav pouezusoc'h eget an tizh gant 
LibreOffice. Mar gwelot an tizh da c'horrekaat en abeg d'ar 
skeudennoù, diweredekaat "Binvioù - Dibarzhioù - LibreOffice - 
Skrammañ - Arverañ al lufrañ" a zlefe skoazellañ.

Evit kaout titouroù ouzhpenn a-zivout arc'hwelioù haeziñ 
LibreOffice, lennit http://www.libreoffice.org/accessibility/

Pajennad pennañ ar skoazell http://www.libreoffice.org/support/ a ginnig 
meur a zoare skoazellañ evit LibreOffice. Marteze eo bet savet ho 
koulenn a-raok - klaskit war Forom ar gumuniezh e 
http://www.documentfoundation.org/nabble/ pe glaskit e dielloù roll dre 
posteloù an arveriaded 'users@libreoffice.org' e 
http://www.libreoffice.org/lists/users/. A-hend-all, kasit ho koulennoù 
da users@libreoffice.org. Mar fell deoc'h lakaat hoc'h anv war ar roll (da 
gaout respontoù dre bostel), kasit ur postel goullo da : 
users+subscribe@libreoffice.org.

Kit da lenn ivez FAG e http://www.libreoffice.org/faq/.

BugZilla eo hor reizhiad da gas danevelloù, heuliañ ha diskoulmañ 
beugoù, herberc'hiet digoust war https://bugs.freedesktop.org/. An holl 
arveriaded a enkalonekaomp da gas danevelloù a-fet beugoù a zegouezhfe 
gant o savelenn. D'unan eus an doareoù efedusañ degaset gant kumuniezh 
an arveriaded e talv ar c'has beugoù a-benn gwellaat ingal  
LibreOffice.

Dre ma 'z oc'h un arveriad ee oc'h aet d'un darn bouezus eus diorren 
LibreOffice ha c'hoant hon defe d' hoc'h enkalonekaat a-benn kemer perzh 
enni gant un doare labourusoc'h war hir termen evit ar gumuniezh. Kit en 
hor c'humuniezh ha taolit ur sell war pajennad an arveriaded e 
http://www.libreoffice.org/contribution/

An doare gwellañ da gregiñ ganti eo lakaat hoc'h anv war unan (pe veur) 
eus hor rolloù kendivizout ; taolit ur sell e-pad ur mare, grit gant an 
dielloù a-benn bezañ en ho pleud gant an danvezioù niverus bet 
displeget abaoe ma 'z eo bet deroet boneg tarzh LibreOffice e miz Here 
2000. Pa viot en ho pleud ganti, kasit, mar plij, ur postel emginnig ha 
lammit e-barzh. Mard hoc'h boaziet gant ar raktresoù mod Open Source, 
gwiriit war roll ezhommoù ar raktres ha ne vefe ket ur raktres a blijfe 
deoc'h reiñ un tamm sikour e http://www.libreoffice.org/develop/.

Setu un toulladig rolloù dre bosteloù ma c'hallot lakaat hoc'h anv warno 
http://www.libreoffice.org/contribution/

* Keleier : announce@fr.libreoffice.org *erbedet d'an holl arveriaded* 
(nebeut a eskemmoù)
* Roll pennañ an arveriaded : users@fr.libreoffice.org *un doare aesoc'h 
da heuliañ ar c'hendivizoù* (kalz eskemmoù)
* Raktres an arwerzhouriezh : marketing@libreoffice.org *tre an diorren* 
(e saozneg)
* Roll an diorren hollek : libreoffice@lists.freedesktop.org (ur bern 
eskemmoù)
			
Kemer perzh e unan pe veur a raktres
----------------------------------------------------------------------

Kumuniezh LibreOffice

Portions Copyright 1998, 1999 James Clark. Portions Copyright 1996, 1998 
Netscape Communications Corporation.